Strumenti
Ensembli
Opera
Compositori
Esecutori

Testo: Alan Stivell. Silvestrig.

Barzh e parrez Sant Servais
War vordig Mene Bre
'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme (bis)
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez

"Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetan
Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantan
- Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo breman ;
N'eus soudard all en arme a blij din eveltan

- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broiou da gaout va mabig pell ?
A c'houlennfe digantan keleier ar brezel
Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..."

Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e ganvou
E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou
- O tizrein eus an arme emaon war ho treuzou
Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taelou !"